Keleier

Stummadurioù 3 miz - Gwengolo 2018

 

Ar stummadurioù 3 miz a-benn kreñvaat ha pindikaat ho prezhoneg a vo kinniget (en-dro) eus ar 5 a viz Gwengolo d’an 28 a viz Du 2018.

·         « Ober gant ar brezhoneg ! »

·          « Emren e brezhoneg »

 

E Landerne, Brest, Gwengamp, Sant-Brieg, Aradon, ha Plañvour (diouzh an niver a c’houlennoù)

Muioc’h a ditouroù ha teuliadoù enskrivañ amañ : Stummadurioù 3 miz

Hervez statud an danvez-stajiad e c’hell stignadoù disheñvel sikour da kemer e karg hor stummadurioù :

• Sikourioù Rannvro evit an dud dilabour, ar gelennerien / implijidi war tachenn ar bugaligoù pe tud dilabour o deus c’hoant da vont war an tachennoù-mañ,

• Ehan stummañ hiniennel (CIF) pe kont personel ar stummadur (CPF) evit an implijidi.

 

Termen evit lakaat e anv : 16/07/2018

Darempred : contact@stumdi.bzh / 02.98.21.39.94

 

Partager/Sauvegarder

KLARIS LAVANANT – MAERONEZ NEVEZ !

© Yann Champeau (photo tirée du livre des 30 ans de Stumdi)

 

Kustum eo Stumdi da zibab bep bloaz - evit lakaat war wel e stummadurioù hir - ur v/brezhoneger(ez) brudet hag en deus ul labour liammet gant ar brezhoneg.

Goude Denez, eo bremañ Klaris Lavanant, kanerez, a vo hor maeronez.

Bet stajiadez deomp e 2014/2015, gellout a raio dre he skiant-prenet, ambrougañ stajidi rummad Miz Gwengolo 2017 ha Miz Genver 2018 da zeskiñ ar yezh a vez implijet ganti en un doare micherel ha personnel.

 

"Enoret ha laouen on o vezañ maeronez Stumdi ar bloaz-mañ, goude Denez Prigent warlene !

Desket em eus ar brezhoneg eno ivez dre soubidigezh e-pad meur a viz, un nebeud bloavezhioù zo... Peogwir eo ret deskiñ e yezh en-dro e Breizh alies.

Mirout a ran un eñvorenn bev-kenañ ha krouet em eus liammoù don, zoken ma n'en em welomp ket bemdez. Evel ur bugel a oa ennomp, ganet eo bet hag a gendalc'h da greskiñ c'hoazh, dihunet eo ul lodenn eus va istor gant ar yezh-mañ ha kemer a ra perzh er va buhez pemdeziek bremañ, dre gomz, dre lenn pe dre skrid.

Klokoc'h en em santan hiziv ha ne ra nemet kregiñ !

Chañs vat d'an holl stajidi nevez evit ar sizhun kentañ e c'hwec'h kreizenn stummadur Stumdi ha mall zo warnon komz brezhoneg asambles a-benn nebeut !"

 

Partager/Sauvegarder

Skritelloù Stumdi

Klikit war ar skeudenn evit gwelet ar skritelloù e brasoc'h:

Partager/Sauvegarder

KATALOG NEVEZ !

KATALOG AR STUMMADURIOÙ E 2017-2018 (KLIKIT WAR AR SKEUDENN EVIT GWELET ANEZHAÑ) :

Partager/Sauvegarder
Partager/Sauvegarder